Daphne du Maurier

Daphne du Maurier
Daphne du Maurier
Daphne du Maurier tro 1930.
Obererezh romantourez, romantourez polis, romantourez istorel, kevelennourez, dramaourez
Ganedigezh 13 a viz Mae 1907
Londrez, Bro-Saoz
Marv 19 a viz Ebrel 1989
Porth, Kerne-Veur
Yezh skrivañ saozneg
Enorioù "Dame commandant" an Impalaeriezh breizhveuriat
Grand Master Award 1978
National Book Award (SUA)
Oberennoù pennañ

Lec'hienn ofisiel www.dumaurier.org


Dame Daphne du Maurier, Lady Browning (13 a viz Mae 1907 e Londrez, Bro-Saoz – 19 a viz Ebrel 1989 e Porth, Kerne-Veur) a oa ur romantourez, kevelennourez ha buhezskridourez kerneveurat. Dont a rae eus ur familh arzourien : he zud Sir Gerald du Maurier ha Muriel Beaumont, he div c'hoar, hag he zad-kozh George du Maurier hag a oa skrivagner ha skeudennaouer. Mibien he moereb Sylvia Llewelyn Davies eo ar re o doa awenet J. M. Barrie evit krouiñ Peter Pan. He gwaz Frederick Browning (1896-1965) a oa pennletanant e Lu Breizh-Veur. Dimeziñ a rejont e 1932, ha tri bugel o doe.

He oberenn, skrivet e saozneg, deskrivet evel romantel gant ul liv lezreol, a reas berzh bras en he c'houlz. E-touez he oberennoù brudetañ bet azasaet er sinema emañ ar romantoù Rebecca (1938), Frenchman's Creek (1941), My Cousin Rachel (1951) ha Jamaica Inn (1936), hag ar c'hanevellennoù The Birds (1963) ha Don't Look Now (1971). Azesaet e voe tri levr anezhi gant Alfred Hitchcock.

Tost e oa kalon Daphne du Maurier ouzh Kerne-Veur, ur vro lec'h ma vevas al lodenn vrasañ eus he buhez ha hag a voe lec'h tost holl he skridoù. He romant istorel Castle Dor (1961) zo awenet gant mojenn Tristan hag Izold met a c'hoarvez e Kerne-Veur an XIXvet kantved, ha kontañ a ra istor ur Jonig deuet eus Breizh. Emezeliñ a reas d'ar strollad politikel broadelour Mebyon Kernow e 1967, ha skrivañ e reas en e gazetenn Cornish Nation.

An ti lec'h ma chomas Daphne du Maurier etre 1943 ha 1969, anvet Menabilly (Men Ebeli e kerneveureg, "Maen an Ebeulien").

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy